Gouel 10 vloaz ar skolaj : kroget e oa bet gant c'hoariva ar re 6vet, pezhioù c'hoari Nomenoe... oe (en davarn an tri lonk, skrivet gant Jakez Riou), hag ur grouidigezh gant rimadelloù dastumet e bro Kemperle.
(less)
Sudiet e oa bet levr Yann Bijer er c'hlas Sten Charbonneau. Pedet gantañ er skolaj, setu Yann o kontañ penaos e oa deuet dezhañ istor Gwilhou ar bleiz, ha pegen pouezus eo krouiñ e brezhoneg.
(less)
Diougan ar voudig Breizh d'ar babig Diwan : "ma ne vo ket, a-benn tregont vloaz, 1000 skol, 100 skolaj ha 10 lise Diwan e Breizh e vo ar gelennerien cheñchet e skolajidi, hag ar skolajdi e gelennerien !". Ha setu ar pezh a c'hoarvezo ...
(less)
Setu ar strollad rapourien trec’h dirak skolaj Diwan Gwiseni, Maina a zo bet direbech ha Sulian ivez o tañsal dirak ur sal laouen da selaou seurt sonerezh. Gourc'hemennoù d'an holl !
(less)
Ninnog a sell ouzh un albom gant poltridi kozh pa oa er skol, er skolaj ... Met poent eo dezhi mont da glask Kiwa, he merc'h vihan a zo er skol Diwan, evelti.
(less)
Goude ur staj natur e tiez feurm Penn Kelenn ha Kergludaouen, setu ar re 6vet o ijin "rap ar saout", un teulfilm farsus graet buan, leun a startijenn ... Author: blogjakezriou. Tags: skolaj 6vet penn kelenn. Posted: 30 October 2007. Rating: 0.0. Votes: 0.
(less)
Er skolaj e vez graet c'hoariva ingal, mankout a rae siwazh disadorn re a skolajidi evit c'hoari ar "c'haddie meur"e 5vet melen. Neuze kanaouennoù a zo bet : kan ar c'hemmadurioù ha "15 marins", ha pezh Jean-Michel Ribes, "Mirdi".
(less)
Webnoz e Kemper ! Pedet oa bet ar skolaj, rapourien ha lennerien. Kinngiet brav al levrioù gant Felicite, Lucy, Rosane, Yuna, ha pladennoù gant Erell ha Glen. Trgarez vras da Lionel Buannic evit bezañ displeget deomp kement a draoù !
(less)
Setu Gi Penseg, goude Louise Ebrel hag Anne-Marie Colomer o lakaat hor skolajidi da ganañ, gant startijenn ! Ne chom nemet 3 sizhun a-raok Pondi !
(less)