Er skolaj e vez graet c'hoariva ingal, mankout a rae siwazh disadorn re a skolajidi evit c'hoari ar "c'haddie meur"e 5vet melen. Neuze kanaouennoù a zo bet : kan ar c'hemmadurioù ha "15 marins", ha pezh Jean-Michel Ribes, "Mirdi".
(less)
D'ar sadorn 22 a viz Du e oa bodet e Planvour 12 den evit heulian ur staj c'hoariva aozt gant ar gevredigezh DAO : poelladennoù a bep seurt, testennoù e fin an devezh, peadra da grouin strolladoù e pep lec'h e Breizh ...
(less)
Gouel 10 vloaz ar skolaj : kroget e oa bet gant c'hoariva ar re 6vet, pezhioù c'hoari Nomenoe... oe (en davarn an tri lonk, skrivet gant Jakez Riou), hag ur grouidigezh gant rimadelloù dastumet e bro Kemperle.
(less)
Pedet omp bet er gouel ar c'harter, asambles gant skolajidi ha skolidi Penharz. Un abadenn dic'hortoz e oa, seblant a rae d'ar skolajidi e oa tud ampechet, gant ur paour kaezh sirk 'giz e veze graet e bloavezhioù 1930, oc'h ober traoù danjerus kenañ !
(less)
Setu ur strollad a feson deuet da Di an Holl Penharz evit diskouez o ampartiz. 120 den er sal, kalzig a skolajidi Diwan Jakez Riou, ur pezh iskis ha fentus skrivet gant ur skrivagner bro Spagn, Carlos Larra.
(less)
Ar re 6vet gant o abadenn dañsoù, ar re 5vet gant kanaouenn ar c'hemmadurioù hag ar vro gozh, telenn gant Erell, Helene hag Auregan, ar re Drede e kastilhaneg hag en alamaneg, ar c'hleub rap ..., gourc'hemennoù d'an holl !
(less)
Pegen plijus degemer ur strollad mennet evel hini Ploneis. Sketchoù berr, farsus ken ken, ur gelennerez brezhoneg dirollet, ur gentel deskadurezh reizhel digredus, redadeg ar vezh, ur vuoc'h bro Vigouden ...
(less)